Nozvezh sioul, Nozvezh kaer (BRETON)

Nozvezh sioul, nozvezh kaer.
Trouz ebet dre an aer.
Aze 'barzh ul lochennig paour,
Ur bugelig kousket-flour,
Ur bugelig gwan,
Ur bugelig gwan.

Met a-bell, klevit-hu,
Kan a sav en noz du,
Kan an aelez en Neñvoù don
O na laouen ha kreñv e son !
Keloù mat d'an dud !
Keloù mat d'an dud !

Mabig koant, mabig gwenn,
Te, a gousk war ar foenn,
Mabig bihan ha tost en noazh,
Bennozh dit ha bennozh c'hoazh,
Salver bras ar bed !
Salver bras ar bed !

Submitted by: Romuald Texier


Return to Homepage
Return to homepage